Keloùigoù.

Ni hon eus savet ul levr evit hor mignon Milio a zo e bro Skos.

 

Kroget eo bet « Kazetenn ur vuzhugenn » ganeomp, istor ur vuzhugenn a skriv he buhez e-barzh ur gazetenn… ur c’haier… istor ur vuzhugenn a skriv he c’hazetenn.

Fentus eo !!

 

Didroc’het hon eus kazetennoù (met ne oa ket kazetenn ar vuzhugenn en o zouesk !) e tammoù bihan evit sevel paper met diwezatoc’h.

 

Kresket eo hor gwez c’hoazh ! Ar wezenn-gistin dreist-holl.

 

 

 

Pennad-skrid bet savet gant ar re skol-vamm ha CP.

Ar gwenan.

Ar gwenan a ya war ar bleunioù da dapout

pollen. Goude e kas ar pollen d’o zi : ar ruskenn.

Ha goude e vez graet mel gant ar gwenan. An dud a dap ar mel evit debriñ (da ledañ war tammoù bara).

 

Ar gwenan a sikour ar bleunioù evit eskemm ha reiñ keloù :

Bleunienn 1 : Lavar da Bleunienn 2 eo fresk an amzer.

(ar gwenanenn a gas ar c’heloù)

Bleunienn 2 : Ya ! lakaet em eus ma skerb. (rr wenanenn a gas ar respont).

 

Ar rouanez a ra babigoù nemetken ha chom a ra er ruskenn.

 

Pa vez flemmet gant ur wenanenn e varv neuze taolomp evezh.

 

Arabat ober poan d’ar gwenan peogwir :

  • – loened int ha ni ivez.
  • – mel a vez graet ganto.
  • – ne c ‘hellomp ket bevañ hep al loened.
  • – ar frouezh hag al legumaj a-drugarez dezho.

 

Ar buzhug a laka an douar da analiñ met… gwelet e vo diwezatoc’h.

 

Pennad-skrid savet gant ar re skol-vamm ha CP ha biskrivet gant… ur strollad a vugale !!!

Louzaouenn-an-hañv.

C’hwezh mat-tre he deus louzaouenn-an-hañv !!
Nine a lavar he deus debret reoù…n’eo ket gwir peogwir eo poezon !!
Nag ur farzerez eo houmañ !!!!

Ur vleunienn vrav eo louzaouenn-an-hañv.
An delioù a zo bras hag ar bleunioù bihan evel kloc’higoù gwenn.

Bleunienn ar c’hentañ a viz Mae eo !

 

Pennad-skrid savet gant klas ar re skol-vamm/CP ha biskrivet gant Milo (RV) ha Saül (CP).

Ar wezenn hag ar babig…

Distroet omp d’ar skol goude ar vakañsoù.

Kresket eo hor gwezenn e–pad ar vakañsoù.

Ur-mini gwezenn a zo ganet !

Dewi : “ur plac’h pe ur paotr ?”

Soñjal a reomp eo ur paotr !!!

“Me am eus kaset ar c’histin d’ar skol” a lavar Saül “ha bremañ eo diwanet ivez.”

 

Al liorzh a zo kresket ivez !

Pennad-skrid savet gant ar re skol-vamm ha CP, ha biskrivet gant Milo (re vras) ha Maodez (CE2).

Hadañ had.

Plantet had er podoù hon eus graet :

  • – Ur pod a zo bet roet da bep hini.
  • – Lakaet hon eus douar-teil e-barzh
  • – Lakaet had er podoù hon eus great
  • – Ni hon eus lakaet douar c’hoazh.
  • – Ha dour da c’houde
  • – Lakaet hon eus hor anv ouzh pep pod
  • – O tiskuizhañ emañ ar podoù !

Ivez hon eus lakaet troioù heol e-kichen ar sivi war riblenn al liorzh lazagn.

Biskrivet gant Milo (Re Vras skol-vamm) ha Saül (CP).

Al liorzh lazagn.

Graet hon eus ul liorzh lazagn d’ar gwener 10 a viz Meurzh 2017.

Lakaet hon eus :

  • kartoñs war an douar
  • dour war ar c’hartoñs
  • ha war an dour koad ha keuneud
  • geot sec’h, delioù sec’h
  • ha geot fresk ha delioù fresk
  • … ha tout-se meur a wezh.
  • Douar ha douar teil a zo bet lakaet ivez. 
  • Legumaj ,frouezh ha bleunioù a vo lakaet diwezatoc’h.

Pennad-skrid savet gant ar c »hlas 1 ha biskrivet gant Assoâ ha Lael (CE1).